Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
LEVR ANN EXOD.

lezen Doue. Mar d-eo eta ar pez a rear kountrol d’ar goustianz, ar gomz-se : mad ar vro her goulenn, ne d-eo nemet eur gaou, hag eunn digarez fall.

℣ 21. Ha dre ’n abek ma ho doa ann amieghezed doujet Doue, Doue a zavaz huel ho zi. Ann amieghezed-se, hervez doare, a oa Ejipsianezed, ha na ouient ket e oa pec’hed lavarout eur gaou, memes evit mirout eunn drouk. Doue a baeaz ar vad a rejont, hag a lezaz ho gaou evit ar vuez all. Ma ho divije bet ann deskadurez hor beuz-ni, hag o divije anzavet ar virionez ouc’h Pharaon, kentoc’h eghet displijout da Zoue dre eur gaou, marteze e vijent bet lekeat d’ar maro, hag ho divije bet digant Doue diou gurunen ; kurunen ar binvidighez hag ar chanz vad er bed-ma evit ho lignez, hag evit-ho ho-unan, kurunen ann eürusted er bed all. Doue na lezaz biskoaz eur mad-ober hep he baea.





PENNAD II.


Moïzes saveteet gant merc’h Pharaon.


Euz ar bed. 2433. — Araok Jesus-Christ, 1571.


1. Goude kement-se, e savaz eunn den euz a veuriad Levi[1], hanvet Amram, hag a zemezaz da eur vaouez euz he gherentiez hanvet Jokabet.

2. Hou-ma a goncevaz hag a c’hanaz eur map ; hag o velout ez oa eur c’houadur kaer, e kuzaz anezhan epad tri miz

3. O veza na helle mui he zerc’hel kuzet, e kemeraz eur baner broenn, he goloaz gant eur guisk bitum ha peg, e lakeaz ar c’hrouadur ebarz, hag hen exposaz

etouez ar c’hors var bord ar ster ;

  1. Meuriad Levi : La tribu de lévi.