Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
LEVR ANN EXOD.

loc’h, e oa kalz ho zervicha, eghet mervel e barz er gouelec’h-ma.

13. Ha Moïzes a lavaraz d’ar bobl : N’ho pezet ket aoun, bezit dizaouzan, hag e velot ar burzudou braz a dle ann Aotrou da ober hirio ; rak ann Ejipsianed a velit aze brema, n’ho guelot mui hiviziken.

14. Ann Aotrou a gombato evid-hoc’h ha c’houi a choumo var dao.

15. Hag an Aotrou a lavaraz da Voïzes : Perag e kriit-hu var-zu enn-oun ? komzit oc’h bugale Israël evit ma tiblasint.

16. Evid-hoc’h-hu, savit ho koalen, hag astennit ho tourn var ar mor, ha daouhanterit-hen ; evit ma kerzo bugale Israël e kreiz ar mor dre eunn hent seac’h.

17. Ha me, kaledi a rinn kaloun ann Ejipsianed, evit ma’z aint var ho lerc’h ; hag e vezinn glorifiet e Pharaon, hag enn he holl arme, enn he ghirri hag enn he varc’heien.

18. Hag ann Ejipsianed a ouio ez ounn ann Aotrou, pa vezinn bet glorifiet e Pharaon, hag enn he ghirri hag enn he varc’heien.

19. Neuze Eal ann Aotrou-Doue, pehini a gherze araog kamp ann Israëlited, a zavaz heg a zeuaz d’en em lakaat a dre ho c’hein ; ha var eunn dro gant-han, ar goulounen goabr a lezaz ar penn a-raog, hag a zeuaz er penn a-dre.

20. Hag en em zalc’haz etre kamp ann Ejipsianed hag hini ann Israëlited ; hag ar goabren a oa teval diouc’h eunn tu, ha diouc’h ann tu all e skleree ann noz, enn hevelep fesoun na hellaz ket ann diou arme tostaat ann eil ouz eben keid ha ma padaz ann noz.

21. Ha pa en devoe Moïzes astennet he zourn var ar