Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
LEVR ANN EXOD.

holl arme, hag ann Ejipsianed a ouio ez ounn ann Aotrou. Hag ann Hebreed a reaz evelse.

5. Hag e oe kemennet da roue ann Ejipsianed e oa tec’het ar bobl kuit. Hag e oe chenchet kaloun Pharaon ha re he zervicherien e kenver ar bobl, hag e leverjont : Petra hon euz-ni great, ma hon euz laosket Israël da vont kuit evit na zervicho mui ac’hanomp ?

6. Sterna a reaz eta he garr, hag e kemeraz he holl bobl gant-han.

7. Hag e kasaz gant-han c’houec’h kant karr euz ar re vella, ha kement karr a oa enn Ejipt, ha kabitaned he holl arme.

8. Hag ann Aotrou a galedaz kaloun Pharaon, roue ann Ejipt, hag ez eaz varlerc’h Israël. Mes ar re-ma a oa eat er meaz euz he vro dindan eunn dourn gallouduz.

9. Hag evel ma’zea ann Ejiptaned var lec’h ann Hebreed, oc’h heulia ho roudou, e kavjont anezho enn ho c’hamp var vord ar mor. Holl varc’heghiez Pharaon, he ghirri hag he holl arme a oa e Phihahiroth rag enep da Veelsephon.

10. Ha pa oe deut Pharaon tost d’ezho, bugale Israël, o sevel ho daoulagad, a velaz ann Ejipsianed a dre ho c’hein, hag ho doe aoun vraz ; hag e krijont varzu ann Aotrou.

11. Hag e leverjont da Voïzes : Mechanz ne oa ket a vesiou enn Ejipt, hag evit-se hoc’h euz hon digaset ama, evit ma varvjemp er gouelec’h. Petra en deuz great d’ehoc’h ober kement-se, dont d’hon tenna evelse euz ann Ejipt ?

12. Ha ne ket ann dra-ma eo a lavaremp d’ehoc’h enn Ejipt, pa gomzemp evel-henn : En em dennit divar hon tro ; evit ma servichimp ann Ejipsianed ; rak guel-