Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
LEVR ANN EXOD.

ziskuiza, pe da ober eunn dra bennag all, ar goumoulen a choume diflach, hag evel eur post-iliz, e kreis ar c’hamp, hag a-uz d’ann tabernakl, pa oe graet. Ha pa felle da Zoue ez aje ar bobl enn hent, ar goumoulen a zave ac’hano, hag ez ee d’en em lakaat e penn ar bobl, var delt ar meuriad a dlie dilec’hia ar c’henta, ha dre ma kerze ar goumoulen, ar bobl a zalc’he da ober hent.

Doue a lekeaz eur goumoulen all, teo ha ledan a-uz da bennou ar bobl, evit ho difenn diouc’h ar c’hrouez pehini a zo kre meurbed ebarz ar briou-ze ; ha diez braz eo d’ann dud padout dindan-hi, pa vez tommet ann treaz gant saeziou eunn heol tanuz.

Ann diou goumoulen-ze a oa d’ar bobl a Israël ar pez ma’z eo evid-omp-ni hor Mamm Zantel ann Iliz, ha madelez ann Aotrou Doue ; ann Iliz a ziskouez d’eomp hent ar baradoz, ha madelez Doue hon difenn diouc’h birou tanuz ann hini falla, da lavarout eo, diouc’h ann drouk-spered.





PENNAD XIV.


Ar Mor ruz.


1. Ann Aotrou a gomzaz ouc’h Moïzes, o lavarout :

2. Livirit da vugale Israël : Ra zistroint var ho c’hiz, ha ra gampimp dirak Phihahiroth, pehini a zo etre Magdala hag ar mor, rag eneb da Veelsephon ; dirag ar ghear-ze e savot ho kamp var vord ar mor.

3. Rak Pharaon a ia da lavarout divarbenn bugale Israël : Enk eo var-n-ezho ebarz el leac’h-se ; ho c’hlozet en deuz ebarz er gouelec’h.

4. Hag e kaledinn he galon, hag e redo var ho lec’h, hag e vezinn glorifiet e Pharaon, heg en he