Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4
LEVR ANN EXOD.

260 vloaz gant Adam he-unan. Historiou Moïzes a zo eta guir o veza ma’z int great var desteni ann dud ha gant inspiration ar Spered Santel.

℣ 7. Bugale Israël a greskaz evel ma vrons ar c’hoat. Ar gher hebre a lavar : Evel ar pesked er mor. Ar c’hresk buhan hag espar-ze, hervez Sant Aogustin, a oa eur c’hras special a roe Doue d’he bobl. Rak, pegher frouezuz bennag a oa ar graghez e bro ann Ejipt, hervez testeni ar skrivaignourien goz, eur bobl flastret, uzet gant labouriou grevuz, evel ma oa ann Israelited, n’en divije ket gallet kreski enn doare-ze, hep eur vennoz special a-berz Doue. Hoghen, ar c’hresk burzuduz-se a oa eunn diougan hag ar skeud euz ar c’hresk burzudusoc’h c’hoaz a dlie c’hoarvezout e Iliz Doue, pa zeuje ar gristenien da greski ha d’en em skigna dre ar bed ; sulvuioc’h ma vijent lazet ha mac’het gant prinsed ann douar, sulvuioc’h e kreske ann niver anezho.

℣ 8. E keid-se e savaz var ann Ejipt eur roue ha ne anaveze ket Joseph. N’oar ket evit kredi e vije bet ar prins-se, daoust a be ouenn-dud a vije, hep anaoudeghez ebed euz ann traou kaer en devoa great Joseph ebarz enn Ejipt ; rak ne oe nemet pevar bloaz ha tri-ughent etre maro Jozeph ha ghinivelez Moïzes. Ar gomz-ze ignorabat Joseph, ne anaïe ket Joseph, a verk hep muiken ingrateri ar roue-ze. Kaloun kriz a oa enn-han, ha madoberou Joseph, den Doue, a rea poan-galoun d’ezhan. Grit vad d’ann dud fall ha n’ho deuz ket doujanz Doue, mar d-oc’h eur C’hristen mad hoc’h-unan, ne zalc’hint kount ebed euz ho madoberou, hag enn eur revolution pe enn eur brezel-bro, e vezint ar re ghenta o skei var-n-hoc’h.

Goaskomp var-n-ezho gant furnez, a lavaro ivez ar seurt tud-se, mad ar vro a c’houlenn kement-se ! Nag a dorfejou, nag a laeronsiou, nag a vuntrou a zo bet great dindan ar gomz kaer-ze : mad ar vro her goulenn ! Mad ar vro na c’houlennaz biskoaz, ha na c’houlenno biken netra a enep