Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
LEVR ANN EXOD.

lounen dan epad ann noz, na vankaz morse da bara dirag ar bobl.


————


SKLERIDIGHEZ.


Perag e talc’h Doue ken stard da c’hourc’hemenn d’he bobl derc’hel sonj mad euz ho dilivranz, hag euz ar burzudou braz en deuz graet evit ho zenna euz ann Ejipt ? Dre ma teu ar zonj euz a vadoberou Doue enn hor c’henver da ober d’eomp he garout ; ha nep her c’har a vir he c’hourc’hemennou, ha nep a vir he c’hourc’hemennou a vezo salvet, hag hor zilvidighez eo a fell da Zoue. Daoust piou a oufemp beza, madelezou Doue evid-omp a zo braz : Hor bezet eta sonj anezho alies, ha na bec’himp ket ker buhan evel ma reomp.

℣ 2. Ar gher-ma ken stank ebarz er Skritur Sakr, ann hini a zigor ar vamm, quod aperit vulvam, a zinifi er c’henta ganet. Ar vamm ebarz ar gomz-se, ne ket ar vaouez eo, mes al lienen-ghik e pehini e kresk ar c’hrouadur e kof he vamm ; he ghervel a reer ar vammou, ar c’hof-lez. Ar c’henta ganet-se a c’houlenn Doue digant he bobl, ken euz ann dud, ken euz al loened, a oa eur skeuden anat euz hor Zalver Jezuz-Krist, map unik ann Tad, map unik ar Verc’hez, dileuret abaoe koumansamant ar bed evit beza sakrifiet var venez kalvar.

℣ 21. Hoghen ann Aotrou a gherze aroz-ho da ziskouez ann hent, epad ann deiz enn eur goulounen goabr, hag epad ann noz enn eur goulounen dan.

Doare zo, diouc’h komzou ar Skritur, e oa diou goumoulen o tiskouez ann hent d’ar bobl a Israël, unan deval epad ann deiz, hag unan c’houlaouek epad ann noz. Koulskoude kalz a dud gouiziek a gred ne oa nemet eur goumoulen, pehini a vije teval enn deiz, ha sklaer evel ann tan epad ann noz. Pa felle da Zoue e choumse ar bobl enn eul leac’h bennag da