Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
LEVR ANN EXOD.


15. Rak Pharaon o veza en em galedet, hag o veza na felle ket d’ezhan hon lezel da vont kuit, ann Aotrou a lazaz pep kenta-ganet e douar ann Ejipt, adaleg kenta-ganet ann den beteg kenta-ganet al loened ; dre’n abek da ghement-ze e lazann enn enor d’ann Aotrou kement par a zigor ar vamm, hag e tasprenann holl ar re ghenta euz va bugale.

16. Al lid-se a vezo eta evel eur zin enn ho tourn, hag evel eunn arouez a ispill dirag ho taoulagad, evit digas sonj d’eoc’h en deuz ann Aotrou hon tennet euz ann Ejipt gant eunn dourn nerzuz.

17. Hoghen pa en devoa Pharaon laosket ar bobl da vont kuit, Doue n’ho c’hasaz ket dre hent bro ar Philistined pehini a zo tost d’ann Ejipt ; o sonjal penaoz marteze e teuje keuz d’ezho, pa veljent brezeliou o sevel enn ho enep, hag e tistrojent adarre d’ann Ejipt.

18. Mes ho c’has a reaz, enn eur ober tro, dre hent ar gouelec’h pehini a zo ec’h harz ar moz-ruz : ha bugale Israël a bignaz armet euz a zouar ann Ejipt.

19. Moïzes a gasaz ivez gant-han eskern Jozeph, dre ma en devoa Jozeph great da vugale Israël toui var ho lé e rajent ann dra-ze : Lavaret en devoa d’ezho : Doue a zeui d’ho pisita, kasit va eskern gan-e-hoc’h ac’han.

20. Dilec’hiet eta euz Sokoth, e teujont da gampa e Etham, er penn pella euz ar gouelec’h.

21. Hoghen ann Aotrou a gherze a roz-ho da ziskouez d’ezho ann hent, epad ann deiz enn eur goulounen-goabr, hag epad ann noz enn eur goulounen dan ; evit ma vije ho hencher hag enn deiz hag enn noz.

22. Ar goulounen goabr epad ann deiz, hag ar gou-