Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
LEVR ANN EXOD.


31: Ha Pharaon o veza galvet Moïzes hag Aaron, a lavaraz d’ezho : Savit, hag en em dennit kuit diouc’h va bobl, c’houi, ha bugale Israël ; it ; ha grit eur zakrifis d’ann Aotrou, evel ma livirit.

32. Kasit gan-ehoc’h ho tenved hag ho chatal, hag o vont kuit bennighit ac’hanoun.

33. Hag ann Ejipsianed a boursue var ar bobl evit ma’z aje kuit buhan-buhan, o lavarout : Mervel a raimp holl.

34. Ar bobl a ghemeraz eta toaz meret, araog ma oa gôet, hag o veza he skoulmet enn ho mintili, hen lekejont var ho diskoaz.

35. Bugale Israël a reaz c’hoaz ar pez en doa Moïzes gourc’hemennet d’ezho ; goulenn a rejont digant ann Ejipsianed listri aour ha re arc’hant, ha dillad eleiz.

36. Hag ann Aotrou a reaz ma kavaz ar bobl tru­garez dirag ann Ejipsianed, evit ma rojent d’ezhan e prest ar pez a c’houlenne ; hag er c’hiz-se e tibourc’hjont ann Ejipsianed.

37. Bugale Israël a zilec’hiaz eta euz Ramessès da vont da Zokoth, var dro c’houec’h kant mil den gouestl da zoughen ann armou, hep kounta ar vugale.

38. Oc’h penn-ze eur bobl munud hep niver az eaz kuit var-eunn dro gant-ho ; ha denved, ha chatal ha loened a bep seurt eunn taol braz anezho.

39. Hag e poazjont ar bleud meret pell a oa ho doa digaset gant-ho euz ann Ejipt, hag e rejont bara dic’hoell poazet dindan ludu-broud. Rak n’en doa ket gallet gôi, ann Ejipsianed o starda var-n-ezho da vont kuit, hep rei gortoz ebed d’ezho ; n’ho doa bet amzer ken nebeut da baredi tamm boed all.

40. Ann hed-amzer ma choumaz bugale Israël enn Ejipt, a oe pevar c’hant tregont vloaz.