Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
LEVR ANN EXOD.

lekeat var ann treujou, hag e strinkot goad gant-han ouz ar gourin hag ouz ann daou bost dor. Neuze diouallit ne’z ai nikun ac’hanoc’h er meaz euz he di beteg ar mintin.

23. Rak ann Aotrou a dremeno, o skei ann Ejipsianed : Ha pa velo ar goad var ar gourin ha var ann daou bost, e tremeno dor ann ti, ha ne lezo ket ann Eal goaster da vont enn ho tiez, na da ober droug ebed d’ehoc’h.

24. Dalc’hit da ober bep bloaz kement-se evel eunn dra gourc’hemennet d’eoc’h ha d’ho pugale da vikenn.

25. Ha pa viot eat ebarz er vro a dle ann Aotrou da rei d’eoc’h hervez he bromessa, e virot ar reiziou sakr-se.

26. Ha pa lavaro d’eoc’h ho pugale : Petra eo al lid-relijion-ze ?

27. C’houi a lavaro d’ezho : Sakrifis tremen ann Aotrou eo, pa dremenaz ebiou da diez bugale Israël enn Ejipt, o skei ann Ejipsianed, hag oc’h espern hon tiez-ni. Hag ar bobl a stouaz d’ann douar hag a adoraz.

28. Ha bugale Israël o vont ac’hano, a reaz evel ma en doa ann Aotrou gourc’hemennet da Voïzes ha da Aaron.

29. Hag e c’hoarvezaz da hanter-noz ma skoaz ann Aotrou ann holl vipien kenta-ganet e douar ann Ejipt, adaleg kenta-ganet Pharaon, pehini a oa azezet gant-han var he dron, beteg kenta-ganet ar sklavez pehini a oa er prizoun, hag ivez ar re ghenta-ganet euz al loened.

30. Ha Pharaon a zavaz e kreiz ann noz, hag he holl zervicherien, hag ann holl Ejipsianed ; hag e savaz eur c’hri-forz dre ann holl Ejipt, rak ne oa ti ebed a ghement ne vije eur maro enn-han.

4