Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
LEVR ANN EXOD.

enn-ho ; hag e velinn ar goad, hag e tremenin a biou d’ehoc’h ; hag ar voalen a varo ne doucho ket ouz-hoc’h, pa skoinn douar ann Ejipt.

14. Ann devez-se a vezo evid-hoc’h eunn devez hag a zigaso sonj d’ehoc’h euz va madelez enn ho kenver, hag he lida a reot evel eur gouel braz d’ann Aotrou, a rum da rum, ha da vikenn.

15. Epad seiz devez e tebrot bara dic’hoell ; adaleg ann deiz kenta ne vezo tamen goell ebed enn ho tiez. Piou bennag a zebro bara goellet adaleg ann deiz kenta bete ar seizved devez, a gollo he vuez euz a greiz Israel.

16. Ann devez kenta a vezo santel ha gouel braz, hag ar seizved devez a vezo miret gant ar memes lid ; ne reot seurt labour enn daou zevez-se, nemet ar pez a zell ouz ann dibri.

17. Mirout a reot eta gouel ar bara dic’hoell, rak enn deiz-se memes e tenninn hoc’h arme euz a zouar ann Ejipt, hag e virot ann deiz-se a rum da rum gant lid ha da vikenn.

18. Er miz kenta, d’ar bevarzek devez euz ar miz d’ar pardaez, e tebrot bara dic’hoell beteg ann unan var-n-ughent euz ar memes miz d’ar pardaez.

19. Epad seiz devez ne vezo kavet tamm goell ebed enn ho tiez ; piou bennag a zebro neuze bara goellet, a vezo lamet euz a greiz pobl Israël ; pe hen a vezo diaveziad, pe hen a vezo ganet er vro.

20. ne zebrot netra goellet ; bara dic’hoell a zebrot enn hoc’h holl diez.

21. Hoghen Moïzez a c’halvaz holl henaoured bugale Israël, hag a lavaraz d’ezho : It ha kemerit eunn oan dre bep tiad tud, ha grit sakrifis ar pask.

22. Eur bodik hissop a zoubot ebarz er goad ho pezo