Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
LEVR ANN EXOD.

mero pep hini ac’hanoc’h eunn oan dre bep tiad-tud ha dre bep ti.

4. Ma n’euz ket enn he di tud a-oalc’h evit ghellout dibri ann oan, ra ghemero euz ti he amezek tosta a-oalc’h a dud evit ghellout dibri ann oan.

5. Ann oan-ze a vezo hep si, eur par, eunn oan bloaz : Ha mar kirit, e kemerot eur menn-gaor hag en devezo ar memes qualiteou.

6. Hag e virot anezhan beteg ar bevarzekved devez euz ar miz-ma, hag holl bobl bugale Israël hen lazo enn enor da Zoue var ar pardaez.

7. Hag e kemerint euz he c’hoad, hag e likiint euz ar goad-se var zaou bost ann or, ha var c’hourinou ann tiez e pere e tebrint anezhan.

8. Hag enn noz-se e tebrint he ghik poazet ouc’h ann tan, ha bara hep goell gant lezeghez c’houero.

9. Ne zebrot anezhan netra kri, na poazet enn dour, mes poazet ouc’h ann tan ; he zibri a reot penn, treid ha bouzellou.

lO. Ha ne choumo netra anezhan a-benn ar mintin. Mar choum eunn dra bennag enn ho tilerc’h, hen devi a reot enn tan.

11. Hoghen, er c’hiz-ma e tebrot anezhan : Starda a reot ho tillad gant eur gouris endro d’ho tiougroazel, boutou ho pezo enn ho treid, hag eur vaz enn ho tourn ; hag e tebrot gant hast, rak ar pask eo, da lavarout eo, tremen ann Aotrou.

12. Hag enn noz-se e tremeninn dre zouar ann Ejipt, hag e skoinn pep kenta-ganet e douar ann Ejipt, adaleg ann den beteg al loen ; hag e seveninn va barnedighez var holl zoueou ann Ejipt, me ann Aotrou.

13. Hag ar goad a vezo ho sin var ann tiez e viot