Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/47

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
LEVR ANN EXOD.

sui… Er bed holl e leac’h all e pare eur sklerijen gaer, ha netra na vire ouc’h ann dud da ober ho labourou. Var ann Ejipsianed hepken e oe taolet eunn noz pounner ha du-pok, skeuden ann devalijen peur baduz a dlie ho grounna, siouaz, er bed all ! » Goude ar gomz-ze euz ar Spered Santel, pep den a vel, eo tevalijen ann Ejipt gant he spesou heuzuz, skeuden ann ifern ; skeuden eur galoun karghet a bec’hejou marvel.





PENNAD XI.


Diougan ann dekved goalen. Aliou Doue da Voïzes.


1. Hoghen ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Skeï a rinn c’hoaz gant eur voalen Pharaon hag ann Ejipt, ha goude-ze e lezo ac’hanoc’h da vont kuit, hag ho forso memes da vont er meaz euz he stadou.

2. C’houi eta a lavaro d’ann holl bobl : Ra c’houlenno pep den digant he vignoun, ha pep maouez digant he amezeghez listri aour ha re arc’hant.

3. Hoghen ann Aotrou a raï ma kavo he bobl trugarez dirag ann Ejipsianed. Ha Moïzes a oe eunn den braz meurbed e bro ann Ejipt, dirag servicherien Pharaon ha dirag ann holl bobl.

4. Hag e lavaraz da Pharaon abarz mont kuit a ziraz-an : Chetu petra a lavar ann Aotrou : Var dro hanter-noz e tiskeninn ebarz enn Ejipt ;

5. Ha pep kenta ganet e bro ann Ejipt a varvo, adaleg map-hena Pharaon, pehini a zo azezet gant-han var he drôn, beteg map-hena ar vatez a zo o trei ar vilin, ha beteg ar re ghenta-ganet euz al loened.

6. Hag e vezo eur c’hri forz e holl zouar ann Ejipt. evel n’ez euz bet biskoaz araog, ha na vezo biken goude.