Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
LEVR ANN EXOD.


9. Moïzes a lavaraz : Mont a raimp gant hor bugale vihan hag hon tud koz, gant hor paotred hag hor merc’hed, gant hon denved hag hor chatal braz ; rak lid braz ann Aotrou hon Doue eo hen-nez.

10. Ha Pharaon a respontaz : Evelse, ra vezo ann Aotrou gan-ehoc’h e c’hiz ma ho lezin da vont kuit, c’houi hag ho pugale vihan. Piou na vel ket hoc’h euz eur zonj fall bennag enn ho spered ?

11. Ann traou ned-aint ket evelse : mes it hoc’h-u­nan c’houi goased, ha grit ar zakrifis d’ann Aotrou, rak ann dra-ze eo oc’h euz goulennet hoc’h-unan. Ha rak tal e oent kasset kuit a zirag Pharaon.

12. Hoghen ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Astennit ho tourn var zouar ann Ejipt da zigas ar c’hilleien-raden, evit ma pignint var ar vro, ha ma tevorint ann holl c’heot a zo choumet a-zilerc’h ar grizill.

13. Ha Moïzes a astennoz he voalen var zouar ann Ejipt ; hag ann Aotrou a lekeaz eunn avel tanuz da c’houeza epad ann deiz-se holl hag epad ann noz ; ha pa oe deuet ar mintin, ann avel tanuz-se a zigasaz ar c’hilleien-raden.

14. Hag e pignjont var holl zouar ann Ejipt, hag en em doljont var holl ran-vroiou ann Ejipsianed, niver ebed-d’ezho ; biskoaz na oe guelet kement-all araog ann amzer-ze, ha ne vezo guelet bikenn.

15. Golei a rejont gorre ann douar enn holl d’ann holl, o c’hoasta pe tra. Holl c’heot ann douar a oe eta devoret gant-ho, hag ar pez a frouez a oa choumet er guez varlerc’h ar grizill ; ha ne choumaz netra c’hlaz dioc’h-tu nag er c’hoat nag er gheod dre ann holl Ejipt.

16. Dre’n abeg da ghement-se, Pharaon en em hastaz da c’hervel Moïzes hag Aaron, hag a lavaraz d’e--