Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
LEVR ANN EXOD.

hag hini he zervicherien, evit ma rinn va holl vurzudou enn-han.

2. Hag evit ma kountot d’ho pugale ha d’ho pugale vihan, evesiek o selaou, pet gueach em bezo flastret ann Ejipsianed, ha pet burzud am bezo great enn ho zouez ; hag evit ma ouiot ez ounn ann Aotrou.

3. Moïzes hag Aaron a ieaz eta da gavout Pharaon enn he balez, hag e leverjont d’ezhan : Chetu petra a lavar ann Aotrou, Doue ann Hebreed : Bete p’eur e fell d’ehoc’h-hu choum hep plega d’in-me ? List va bobl da vont evit ma rai eur zakrifis d’in.

4. Hoghen mar harzit ouz-in, ha ma ne fell ket d’e-hoc’h he lezel da vont ; chetu e tigassinn varc’hoaz killeien-raden var ho pro penn da benn.

5. Golei a raint gorre ann douar, ha na vezo guelet tamm ebed anezhan ; hag e tebrint kement mad a zo choumet a zilerc’h ar grizill, rak krignata a raint kement bod-koat a vrons er parkeier.

6. Karga a rint ho tiez, ha re ho servicherien, ha re ann holl Ejipsianed ; ha kement a vezo anezho, n’ho deuz biskoaz ho tadou nag ho tadou koz guelet kement-all, abaoe ma int deuet var ann douar beteg ann deiz a hirio. Ha Moïzes a droaz he ghein, hag en em dennaz er meaz a zirag Pharaon.

7. Hoghen servicherien Pharaon a lavaraz d’ezhan : Bete pegheid e c’houzanvimp-ni ann drougou-ma ? List ann dud-se da vont evit ma raint ho zakrifis d’ann Aotrou ho Doue. Ha na velit-hu ket eo eat ann Ejipt da goll.

8. Hag e c’halvjont endro Moïzes hag Aaron da gavout Pharaon. Hag he-ma a lavaraz d’ezho : It, ha grit ho zakrifis d’an Aotrou ho Toue ; piou eo ar re a dle mont d’he ober ?