Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
LEVR ANN EXOD.

emez-ho, Doue na lez ket ann den enn holl d’ann holl gant-han he-unan, he c’hras a sko bepred var he galoun dre vouez ar goustianz, ha dre ghenteliou all ; evel ma reaz e kenver Pharaon ; mes Doue ne ket dalc’het da rei d’ann holl he c’hrasou kre ha nerzuz, evel ma reaz e kenver Sant Paol, Sant Aogustin, ha kalz a re all. Goulennomp ar grasou-ze evel eunn drugarez aberz Doue, mes nann evel eunn dra dleet d’eomp.

℣ 16. Rak ho lekeat am euz ar pez ma’zoc’h evit ma tiskouezinn enn-hoc’h va holl c’halloud. — Evesait c’hoaz ouc’h ar c’homzou-ze ; ann heretiked a lavaro d’ehoc’h : « Guelit, Doue a ra ar bec’herien ar pez ma’zint ; petra a dal d’eomp klask en em vellaat. » Ne ket ann dra-ze eo, eme zant Aogustin, Doue en deuz ho great tud, hag hi ho-unan ho deuz en em c’hreat tud fall. Ha Doue a ouezo tenna he c’hloar euz ho droughiez memes. Doue ho gouzanv gant trugarez er vuez-ma, hag a ro kentel drez-ho d’he dud vad, enn eur lavaret d’ezho e goueled ho c’haloun : Ha guelloc’h e veac’h-hu evit-ho, panevet va gras ? Nann, Aotrou, a responto pep ene kristen ! Doue en em zervich c’hoaz euz ann dud fall evit amproui he vignouned dre ho malis hag ho hiskiniou a bep seurt. Ha ma renk, siouaz ! ho c’hastiza er bed all, ho foaniou diremed a gresko anaoudeghez-vad ar zent, ho c’harantez hag ho estlamm, o velet pegher mad eo bet Doue enn ho c’henver, da veza ho zaveteet diouc’h eunn hevelep goalleur.





PENNAD X.


Eizved goalen, ar c’hilleien-raden pe ar zaillerezed. Naved goalen, ann devalijen.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : It da gavout Pharaon enn he balez ; rak kaledet am euz he galoun,