Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
LEVR ANN EXOD.

hag ec’h ehanaz ar gurunou hag ar grizill, ha ne gouezaz mui berad glao var ann douar.

34. Hoghen Pharaon o velout e oa ehanet ar glao, ar grizill hag ar gurunou, a greskaz he bec’hed.

35. He galoun hag hini he zervicherien a bounnerraaz, a galedaz meurbed ; ha ne lezaz ket bugale Israël da vont kuit, evel m’en devoa gourc’hemennet ann Aotrou dre c’henou Moïzes.


————


SKLERIDIGHEZ.


Er pennad-ma evel enn eghile, n’hon euz nemet adori justiz Doue, he furnez hag he vadelez, memes enn he gastizou. Ne douch ket c’hoaz ouc’h ann dud, da vihana enn ho eneou. Divezatoc’h e rai, pa lazo enn eunn nozvez holl vipien henâ ann Ejipsianed dre zourn he Eal goaster. Mes araog mont beteg eno, e sko var ar pez ho deuz a vella, evel ho loened, ho c’horvou, ho zrevajou. Mes ann Ejipsianed na dennont profit ebed euz ar c’henteliou trugarezuz-se.

Ar galeder a galoun euz a behini e komzer alies ama, ne ket Doue he grea, mes ann dud dre ho bolontez ho-unan. Ann heretiked hanvet hugunoded ho deuz goall ghemeret ar gomz-se a lavare Doue, kaledi a rinn kaloun Pharaon. « Mar pec’homp eta, emez-ho, Doue a zo kaoz, hen eo a zall ac’hanomp ; ha ma na reomp ket ar mad, hen eo a revuz d’eomp he c’hras. » Ar Skritur en em isplik drez-han he-unan, pe dre ann iliz katholik. Hoghen ma lavar ar Skritur : Doue a galedaz kaloun Pharaon, e lavar ivez Pharaon a Galedaz he galoun, Pharaon a reudaz he galoun enep Doue. Hag ann holl zent a lavar penaoz ar gomz-se ker stank er Skritur : Doue ho dallaz, Doue a galedaz he galoun, a zinifi e lez Doue ann den da ober he benn ; hag ann den lezet gant-hân he-unan ne d-eo nemet tevalijen ha fallagriez. Ha c’hoaz,