Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
LEVR ANN EXOD.

luc’hed o taredi var ar vro euz ann eil penn d’eghile ; hag ann Aotrou a lekeaz eur glao grizill da goueza var zouar ann Ejipt.

24. Ar grizill hag ann tan mesket ann eil gant eghile a foete var eunn dro : Hag ar grounou grizill-ze a oa ker braz, na oe guelet biskoaz grizill ker braz e holl vro ann Ejipt, abaoe ma oa tud o choum enn-hi.

25. Hag ar grizill a lazaz e holl zouar ann Ejipt kement a oa er mezou, adaleg ann dud beteg al loened ; ar grizill a lazaz ivez holl c’heod ar mezou, hag a vrevaz holl vez ar vro.

26. Nemet e douar Gessen, eleac’h ma choume bugale Israël, eno ne gouezaz ket a c’hrizill.

27. Ha Pharaon a gasaz da c’hervel Moïzes hag Aaron, hag a lavaraz d’ezho : Pec’het am euz ar veach-ma c’hoaz ; ann Aotrou a zo just, ha me ha va bobl, ni a zo dizouj e kenver Doue.

28. Pedit ann Aotrou, evit ma ehano ar gurunou braz-se hag ar grizill, ha ma ho lezinn da vont kuit, ha na choumot mui ama pelloc’h.

29. Moïzes a respontaz : Pa vezinn eat er meaz euz ar ghear, me a astenno va daouarn etrezek ann Aotrou, hag ar gurunou a ehano, ha ne vezo ken a c’hizill ; evit ma ouiot eo ann douar d’ann Aotrou.

30. Hoghen gouzout a rann na zoujit ket c’hoaz ann Aotrou-Doue, na c’houi nag ho servicherien.

31. Al lin eta hag ann heïz a oe goastet, dre ma oa glaz ann heïz, ha dre ma oa al lin oc’h ober he zeliou.

32. Mes ar guiniz hag ann edou ne oent ket goastet, dre ma oant divezatoc’h.

33. Moïzes o veza eat a zirag Pharaon, hag er meaz euz ar ghear, a astennas he zaouarn etrezeg ann Aotrou,