Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
LEVR ANN EXOD.


14. Rak ar veach-ma e skoinn gant va holl c’hoaligner var ho kaloun, ha var ho servicherien, ha var ho pobl ; evit ma ouiot n’euz ket par d’in var or bed holl.

15. Rak brema ec’h astenninn va dourn, hag e taolinn var-n-hoc’h ha var ho pobl ar vosen, hag e varvot c’houi divar ann douar.

16. Rak ho lekeat am euz ar pez ma’z oc’h, evit ma tiskouezinn enn-hoc’h va holl-c’halloud, ha ma vezo brudet va hano dre ar bed holl.

17. Ha c’hoaz e talc’hit-hu va bobl, ha na fell ket d’ehoc’h he leuskel da vont kuit ?

18. Mad, varc’hoaz d’ann heur-ma memes, e likiinn da goueza eur grizill spountuz, evel n’euz bet biskoaz enn Ejipt abaoe ma ez euz tud er vro-ma, beteg ann deiz a hirio.

19. Kasit eta euz a vrema, ha dastumit ho loened ha kement mad hoc’h euz var ar meaz ; rak ann dud, hag al loened ha kement tra a vezo kavet er meaz, ha ne vezint ket bet dastumet euz ar parkeier, hag e kouezo ar grizil var-n-ezho, a varvo.

20. Ar re euz a zervicherien Pharaon a zoujaz komz ann Aotrou, a reaz dastum ho zervicherien hag ho loened enn tiez.

21. Mes ar re ne rejont stad ebed euz a gomzou ann Aotrou, a lezaz ho zervicherien hag ho loened er parkou.

22. Ha Doue a lavaraz da Voïzes : Astennit ho tourn var-zu ann env, evit ma kouezo grizill e holl zouar ann Ejipt var ann dud ha var al loened, ha var holl c’heod ar mezou e bro ann Ejipt.

23. Ha Moïzes a astennaz he voalen etrezeg ann env, hag ann Aotrou a zigasaz gurun, ha grizill, ha