Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
LEVR ANN EXOD.

Ejipsianed ; evit ne varvo netra euz ar pez a biaou ouc’h bugale Israël.

5. Ann Aotrou en deuz merket ann amzer, o lavarout : Varc’hoaz e rai Doue var ann douar-ma ar pez en deuz lavaret.

6. Antronoz eta ann Aotrou a reaz ar pez en doa lavaret ; hag holl loened ann Ejipsianed a varvaz ; mes euz loened bugale Israël ne varvaz nikun.

7. Ha Pharaon a gasaz da velet ; ha ne oa maro netra euz ar pez a berc’henne Israël. Mes kaloun Pharaon a bounneraaz, ha ne lezaz ket ar bobl da vont kuit.

8. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes ha da Aaron : Kemerit, leiz no taouarn, ludu euz ann oaled, ha ra daolo Moïzes al ludu-ze enn ear dirag Pharaon.

9. Ha ra gouezo ar boultren-ze var holl zouar ann Ejipt ; hag e savo gouliou ha c’houezighellou liskidik var ann dud ha var al loened, dre holl zouar ann Ejipt.

10. Hag e kemerjont ludu euz ann oaled, hag en em zalc’hjont dirag Pharaon, ha Moïzes a daolaz al ludu enn ear ; hag e savaz gouliou ha c’houezighellou liskidik var ann dud ha var al loened.

11. Hag ar vagicianed na hellent ket en em zerc’hel dirag Moïzes dre’n abek d’ar gouliou a oa enn-ho, evel enn dud all, dre holl zouar ann Ejipt.

12. Hag ann Aotrou a galedaz kaloun Pharaon ; ha ne zelaouaz ket Moïzes hag Aaron, evel ma en devoa ann Aotrou hen diskleriet da Voïzes.

13. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Savit mintin, hag en em zalc’hit dirag Pharaon, ha livirit d’ezhan : Chetu petra a lavar ann Aotrou, Doue ann Hebreed : List va bobl da vont, evit ma rai eur zakrïfis d’in.