Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
LEVR ANN EXOD.

taolik skanv, evit lakaat ar pec’her da evesaat ha da zistrei eaz var ann hent mad divar behini eo nevez faziet. Ma na zistro ket, Doue a sko pounneroc’h taol ; ha mar gra ar pec’her penn kaled, Doue a zeu ker kalet hag hen. Mar marv ann den enn he bec’hed, he aheurtamant a zeu siouaz da veza Eternel, ha Doue he boursu ivez siouaz, gant eur c’hastiz eternel !

Fall braz a gavomp dislealded Pharaon, o vankout ken alies-se d’he c’her ; ha peurvuia n’omp ket guelloc’h hon-unan e kenver Doue. Pa zantomp he zourn o poueza var-n-omp dre eur c’hlenved pe dre eur reus bennag, e reomp ar promessaou ar re gaera da zistrei out-han ; ha pa eo tremenet ann drouk pe ar riskl, ne reomp netra evit tenna hon eneou diouc’h sklaverez ar pec’hed.





PENNAD IX.


Pemped goalen, ar vosen var al loened. — C’houec’hved goalen, c’houezighellou liskidik var groc’hen ann dud. — Seizved goalen, ar grizill.


1. Hoghen ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : It da gavout Pharaon enn he balez, ha livirit d’ezhan : Chetu petra a lavar ann Aotrou, Doue ann Hebreed : List va bobl da vont, evit ma rai eur zakrifis d’in.

2. Ha chetu, ma refusit c’hoaz, ha ma ho d’alc’hit,

3. va dourn a vezo var ho parkeier ; ha var ho kezek, hoc’h azened, ho kanvaled, hoc’h ejenned hag ho tenved, e kouezo eur vosen c’hrevuz meurbed.

4. Hag ann Aotrou a rai eur burzud, en eur zispartia ann traou a zo da Israël diouc’h ann traou a zo d’ann