Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
LEVR ANN EXOD.


31. Pehini a reaz hervez he gomz ; kag e kasaz ar c’helien kuit diouc’h Pharaon, ha diouc’h he dud, ha diouc’h he bobl ; na choumaz ket unan zo ken er vro.

32. Ha kaloun Pharaon a bounneraaz, enn hevelep fesoun ne lezaz ket ar bobl da vont kuit ar veach-se c’hoaz.


————


SKLERIDIGHEZ.


Eaz a oa kavout ar poell pe ann displeg euz ar voalen ghenta a daolaz Doue var ann Ejipt, ann dour chenchet e goad ; ann Ejipsianed ho doa beuzet bugale ann Hebreed ebarz er ster, ha Doue a reaz d’ezho ho goad da eva, mes perag digas var ar vro, raned, fibu, ha kelien.

Ar raned n’int ket ato loenedigou a ghelou mad ; alies e kanont hag ar goanv ne vez ket c’hoaz tremenet. Ho rakach, eme zant Aogustin, a verke komzou kaer Pharaon hag, he bromessaou vean, hag ho frezanz a gastize he zislealded.

Ar fibu, loenedigou dister, mes hegasuz, Doue ho digasaz evit diskar gant ken dister dra ourgouil Pharaon hag he fisianz re vraz enn he zorserien. Gant eur c’hreunen sabl ec’h harz ar mor kounnaret, gant eur fibuen e tivarc’h holl ouizieghez tud fur ann Ejipt. Na heljont ket ober fibu ! Doue a ziskoueze dre ghement-se penaoz, mar greant burzudou, n’ho greant nemet dre he bermission. Ar vagicianed hen anzavaz o lavarout da Pharaon : Biz ann Aotrou-Doue a zo ama ; ne d-aimp ket pelloc’h. Mes Pharaon n’ho zelaouaz ket muioc’h evit na zelaoue Moïzes ; ha Doue a zigasaz d’ezhan kelien brasoc’h, kelien vinimus pere a daghe, koulz lavarout, tud ha loened. Ar c’hastiz a ia var gresk ; Doue, eme levr ar furnez, 11. 18, en divije gallet leuskel enn eunn taol var ann Ejipsianed bandennadou ourzed, ha leoned fero ; mes Doue bepred mad, a sko da ghenta eunn

3