Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
LEVR ANN EXOD.


22. Hag enn deiz-se me rai eur burzud e kenver douar Gessen e peleac’h ema va bobl ; ne vezo ket a ghelien eno ; evit ma ouiot ez ounn ann Aotrou dre ar bed holl.

23. Disparti a likiinn evelse etre va bobl hag ho pobl ; ar burzud-se a c’hoarvezo varc’hoaz.

24. Hag ann Aotrou a reaz evelse. Hag eunn taol braz a ghelien a zeuaz e tiez Pharaon, hag e tiez he zervicherien, ha var holl zouar ann Ejipt ; hag ann douar a vreinaz gant ar ouenn ghelien-ze.

25. Ha Pharaon a c’halvaz Moïzes hag Aaron, hag a lavaraz d’ezho : It, ha grit ar zakrifis d’ho Toue ebarz er vro-ma.

26, Ha Moïzes a lavaraz : N’hellomp ket ober evelse ; rak laza a raimp enn enor d’ann Aotrou hon Doue loened hag a zo doueou ann Ejipsianed. Hoghen mar sakrifiomp dirag ann Ejipsianed ann traou a adoront, e flastrint ac’hanomp a daoliou mein.

27. Mont a raimp hed tri dervez kerzed er gouelec’h, hag e raimp ar zakrifis d’ann Aotrou hon Doue, hervez ma en deuz gourc’hemennet d’eomp.

28. Ha Pharaon a lavaraz : Ho lezel a rinn da vont, evit ma reot ar zakrifis d’ann Aotrou ho Toue ebarz er gouelec’h ; mes a-vad ne d-it ket pelloc’h ; pedit evidoun.

29. Ha MoÏzes a lavaraz : Kerkent ha ma vezinn eat ac’han a ziraz-oc’h, e pedinn ann aotrou, hag ar c’helien en em denno kuit varc’hoaz diouc’h Pharaon, diouc’h he zervicherien, ha diouc’h he bobl ; hoghen, na dromplit mui ac’hanoun, o choum hep lezel ar bobl da vont da ober eur zakrifis d’ann Aotrou.

30. Moïzes o veza eat kuit a zirag Pharaon, a bedaz ann Aotrou,