Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
LEVR ANN EXOD.


14. Dastumet e oent e berniou braz meurbed, hag ar vro a oe karghet a flear epad eur pennad amzer.

15. Hoghen Pharaon, o velout e oa roet distenn d’ezhan, a galedaz he galoun, ha na zelaouaz ket Moïzes hag Aaron, hervez m’en devoa gourc’hemennet ann Aotrou.

16. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Livirit da Aaron ; Astennit ho koalen, ha skoit var boultren ann douar, ha ra vezo karghet a fibu holl zouar ann Ejipt.

17. Hag e rejont evelse. Aaron a astennaz he zourn, o terc’hel he Voalen ; a skoaz var boultren ann douar, hag ar fibu en em stagaz oc’h ann dud hag oc’h al loened ; holl boultren ann douar a oe chenchet e fibu dre holl zouar ann Ejipt.

18. Hag ar vagicianed a reaz ar memes tra gant ho chalmou, o klask digas fibu var ar vro ; ha na heljont ket ober. Hag ar fibu a c’holoe ken ann dud ken al loened.

19. Hag ar ghelc’herien a lavaraz da Pharaon : Biz ann Aotrou Doue a zo ama. Ha kaloun Pharaon en em galedaz, ha ne zelaouaz ket Moizes hag Aaron, hervez m’en devoa gourc’hemennet ann Aotrou.

20. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voïzes : Savit mintin mad, hag en em zalc’hit dirag Pharaon, rak diskenn a rai euz he balez d’ar ster, hag e leverot d’ezhan : Chetu petra a lavar ann Aotrou : List va bobl da vont, evit ma rai d’in eur Zakrifis.

21. Hoghen, ma n’hen lezit ket da vont, me ia da zigas var-n-hoc’h, ha var ho servicherien, ha var ho pobl, hag enn ho tiez, kelien a bep seurt ; ha tiez ann Ejipsianed a vezo karghet a ghelien a bep seurt, hag ann holl leac’hiou ma vezint o choum enn-ho.