Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
LEVR ANN EXOD.

Aaron : Astennit ho tourn var ar steriou, ha var ar goasiou, ha var ar guerniou, ha digasit raned var zouar ann Ejipt.

6. Hag Aaron a astennaz he zourn var zouriou ann Ejipt, hag ar raned a bignaz, hag a c’holoaz douar ann Ejipt.

7. Hoghen ar ghelc’herien, gant ho breou, a reaz ar memes tra, digas a rejont raned var zouar ann Ejipt.

8. Koulskoude pharaon a c’halvaz Moïzes hag Aaron, hag a lavaraz d’ezho : Pedit ann Aotrou, evit ma plijo gant-han lemel ar raned diouz-in hu diouc’h va bobl, hag e lezinn ar bobl da vont kuit ; evit ma rai eur zakrifis d’ann Aotrou.

9. Moïzes a lavaraz da Pharaon : Merkit d’in ann deiz ma pedinn evid-hoc’h, hag evit ho servicherien, hag evit ho pobl, evit ma vezo kaset ar raned divar ho tro, ha diouc’h ho ti, ha diouc’h ho servicherien, ha diouc’h ho pobl, ha ma choumint ebarz er ster.

10. Pharaon a respontaz : Var c’hoaz. Ha Moïzes d’he dro : Ober a rinn, emez-han, hervez ho ker ; evit ma ouiot penaoz ann Aotrou hon Doue n’en deuz ket he bar.

11. Ia, ar raned en em denno kuit divar ho tro, ha diouc’h ho ti, ha diouc’h ho servicherien, ha diouc’h ho pobl ; hag e choumint ebarz er ster.

12. Neuze Moïzes hag Aaron a zeuaz kuit a zirak Pharaon ; ha Moïzes a griaz etrezeg ann Aotrou divar-benn ar bromessa en devoa great da Pharaon d’he zilivra diouc’h ar raned.

13. Hag ann Aotrou a reaz ar pez a c’houlenne Moïzes ; ar raned a oa enn tiez, er c’heriou, hag er parkeier a varvaz.