Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
LEVR ANN EXOD.

raned var ar vro, mes n’ho doe ket ar galloud d’ho c’has kuit. Evelse Doue a ziskoueze e roe d’ezho ar galloud ar gare, hag a vire out-ho ar pez en doa c’hoant. Ann dour, a gave gant ann dud a oa chenchet e goad, gant ar vagicianed, a oe digaset d’ezho euz ar mor, pe euz ar ran-vro edo ann Hebreed o choum enn-hi, rag goaligner ann Ejipt na skoent ket var zouarou ann Hebreed. Doue a gastiz alies ann dud dre leac’h ma ho deuz pec’het. Ann Ejipsianed ho doa en em zervichet euz ar steriou-ze da veuzi enn-ho bugale ann Hebreed, ha Doue a ro d’ezho da eva, koulz lavarout, goad ar vagale gheiz-se dre zourn unan anezho saveteet gant ho frinsez. Pebez kentel.





PENNAD VIII.


Eil voalen, ar raned. — Teirved goalen, ar fibu. — Pedeirved goalen, ar c’helien.


1. Ann Aotrou-Doue a lavaraz c’hoaz da Voïzes : It da gavout Pharaon enn he balez, ha livirit d’ezhan : Chetu petra a lavar ann Aotrou : List va bobl da vont, evit ma rai d’in eur zakrifis.

2. Ha ma na fell ket d’ehoc’h he leuskel, ez ann da skei ho rouantelez penn da benn gant raned.

3. Ar ster a daolo raned a c’hruilladou, hag e pignint ac’hano, hag ez aint enn ho ti, er gampr ma kouskit, ha var ho kuele, hag e tiez ho servicherien, hag e tiez ho pobl, hag enn ho fourniou, hag er boedou all ho pezo aozet.

4. Ia, mont a rai ar raned enn ho ti, e tiez ho pobl, hag e tiez hoc’h holl zervicherien.

5. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Livirit da