Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
LEVR ANN EXOD.

dud ; ha dont a reot a-benn anezhan, evel ma teu Doue abenn euz a beptra. — Ar Skritur Sakr, e meur a leac’h a c’halv Doueou ar re a zalc’h plas ann Aotrou-Doue etouez ann dud evel ar varnerien, ar veleien, hag ann Elez. Na oall-gomzit ket euz ann doueou, da lavarout eo, euz ar varnerien (Exod 22. 28). Doueou oc’h, ha mipien ann Holl-C’haloudek. (Ps. 81.6) Mar c’halvet Doueou ar re en deuz Doue roet he gomz d’ezho, perag e livirit-hu, eme Jesus-Christ d’ar juzevien, em eus-me goall gomzet dre m’am euz lavaret ez ounn Map da Zoue, me Pehini a zo bet sanctifiet gant ann Tad ha digaset er bed-ma. (St-Iann 10. 35.)

℣ 22 Ha sorcerien ann Ejipsianed a reaz ar memes tra. — Sant Paol enn he eil lizer da Dimotheus, a zesk d’eomp hanoiou daou euz ar zorcerien-ze : Jannes ha Mambres, emez-han, a glaskaz ober penn da Voïzes. — Penaoz ec’h hellaz ar vagicianed-se ober ar memes burzudou ha Moïzes ? Da ghenta n’e rejont ket ar memes burzudou ha Moïzes. Moïzez a reaz guir viraclou, ha burzudou ar vagicianed ne oant nemet troiou soutil. Doue hepken, pe eunn den aberz Doue a hell ober eur guir virakl, da lavaret eo, chench lezennou ann natur, evel ober eunn aer euz a eur vaz, chench dour e goad, ha Doue n’en deuz ket roet ar galloud-se d’ann droug-sperejou. Mes ann droug-sperejou ho deuz anaoudeghez vraz euz a ghement tra a zo bet krouet, hag a hell ober, gant permision Doue, eleiz a draou enn tu all da ouizieghez ann dud. Petra a vir n’ho divije skrapet soutil ar goalennou azirag daoulagad ann holl, ha digaset serpanted enn ho flas ? Hon triaklerien-ni enn ho c’hoariellou, a ra meur a dro ken diez hag ann dra-ze. D’ann eil, daoust penaoz e c’hoarvezaz ann dro, gouizieghez hag ardou ar ghelc’herien na rejont nemet diskouez splanoc’h-splan galloudeghez ann Aotrou Doue rak ma ho doa chenchet ho goalligner e serpanted, goalen Moïzes a lonkaz ho serpanted ; ma ho doa chenchet dour e goad, na heljont ket digas endro ar goad-se da zour, evel ma reaz Moïzes e penn seiz devez. Digas a rejont