Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
LEVR ANN EXOD.


19. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voïzes : livirit da Aaron : Kemerit ho koalen, hag astennit ho tourn var zouriou ann Ejipt, ha var ho steriou, ha var ar goasiou, ha var ar guerniou ha var ann holl lennadou dour, evit ma vezint c’henc’het e goad ; ha ra vezo goad e holl zouar ann Ejipt, ken ebarz el listri koat, ken ebarz el listri mein.

20. Moïzes hag Aaron a reaz ar pez en doa gourc’hemenet an Aotrou ; Aaron a zavaz he voalen, a skoaz var zour ar ster, dirag Pharaon hag he zervicherien, hag ann dour a oe chenchet e goad.

21. Hag ar pesked a oa er ster a varvaz, hag ar ster a vreinaz, ha na helle mui ann Ejipsianed eva dour ar ster, ha ne oe nemet goad dre holl vro ann Ejipt.

22. Ha magicianed ann Ejipsianed a reaz ar memes tra dre ho chalmou ; ha kaloun Pharaon en em galedaz, ha n’e zelaouaz ket Moïzes hag Aaron, hervez m’en doa gourc’hemennet ann Aotrou.

23. Hag e troaz he ghein, hag en em dennaz enn he balez ha na zigoraz ket he galoun ar veach se c’hoaz.

24. Hoghen ann holl Ejipsianed a doullaz hed ar ster da glask dour da eva, rak na hellent ket eva euz dour ar ster.

25. Ha seiz devez a dremenaz evelse, goude ma en devoa ann Aotrou skoet ar ster.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 2. Chetu ho lekeat am euz da Zoue var Pharaon. — Ho kreat am euz Doue Pharaon, da lavarout eo, ober a reot dirag Pharaon traou hag a zo enn tuall da c’halloud ann