Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
LEVR ANN EXOD.

hag a reaz evel m’en doa gourc’hemennet ann Aotrou, Aaron a daolaz he voalen d’ann douar dirag Pharaon hag he zervicherien, hag ar voalen a oe chenchet enn eunn aer.

11. Hoghen Pharaon a c’halvaz he dud fur hag he vagicianed, hag ar re-ma, gant chalmou ann Ejipt ha gant ho ardou kuzet, a reaz ar memes tra.

12. Teurel a rejont ann eil goude eghile ho goaligner d’ann douar, hag e oent chenchet e serpanted. Mes goalen Aaron a lounkaz ho goaligner.

13. Ha kaloun Pharaon en em galedaz, ha na zelaouaz ket Moïzes hag Aaron, hervez m’en devoa gourc’hemennet ann Aotrou.

14. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Pounnereet eo kaloun Pharaon : ne fell ket d’ezhan lezel ar bobl da vont kuit.

15. It d’he gaout mintin mad ; chetu disken a rai euz he balez d’ar ster. En em zalc’hit d’he c’hortoz var vord ar ster ; ha kemerit enn ho tourn ar vaalen a zo bet chenchet enn eur serpant.

16. Hag e leverot d’ezhan : Ann Aotrou, Doue ann Hebreed en deuz va digaset d’ho kavout, o lavarout : List va bobl da vont da ober d’in eur zakrifis er gouelec’h : ha bete vrema ne ket bet falvezet d’eoc’h va zelaou.

17. Chetu eta petra lavar ann Aotrou : E kement-ma e ouiot ez ounn ann Aotrou : Emaoun o vont da skei, gant ar voalen a zo em dourn, dour ar ster, hag e vezo chenchet e goad.

18. Hag ar pesked a zo er ster a varvo, hag ann douriou a vreino, hag ann Ejipsianed oc’h eva dour ar ster a vezo tourmantet gant ar zec’hed.