Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
LEVR ANN EXOD.

ha da Jakob, evel ann Doue holl-c’halloudek, ha n’em euz ket diskleriet d’ezho va hano, pehini a zo Adonaï (er c’hiz all, Jehova).

4. Hag em euz great kevredighez gant-ho, evit ma rojenn d’ezho douar Kanaan, douar ho felerinach, epeleac’h int bet diavezidi.

5. Klevet am euz huanadou bugale Israël dindan goask ann Ejipsianed, hag ez euz deuet sonj d’in euz va c’hevredighez.

6. Rakse, livirit da vugale Israël : Me eo ann Aotrou a denno ac’hanoc’h diouc’h prizoun ann Ejipsianed, a zilivro ac’hanoc’h diouc’h ho sklaverez ; hag ho taspreno dre va brec’h nerzuz, ha va barn garo.

7. Ho kemer a rinn da vobl d’in, ha beza e vezinn ho Toue ; hag e ouiot ez ounn ann Aotrou ho Toue, pa em bezo ho tennet diouc’h prizoun ann Ejipsianed.

8. Ha pa em bezo ho kaset d’ar vro em euz touet rei da Abraham, da Isaak ha da Jakob ; rac he rei a rinn d’ehoc’h evit ma viot he ferc’hen, me ann Aotrou.

9. Moïzes a gountaz eta ann traou-ze holl da vugale Israël, ha ne zelaoujont ket anezhan, ker braz a oa enkrez ho c’haloun, ker grevuz ho labourou.

10. Ha Doue a gomzas oc’h Moïzez o lavarout :

11. It, ha komzit da Pharaon roue ann Ejipt, evit ma laosko bugale Israël da vont er meaz euz he vro.

12. Moïzes a respontaz dirag ann Aotrou : Chetu bugale Israël na zelaouont ket ac’hanoun : Penaoz am zelaoufe Pharaon, dreist pep tra pa’z ounn dalc’het em frezeg evel ma’z ounn.

(Ama ema hanoiou bugale Levi, beteg Moïzes hag Aaron).


————