Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
234
HISTORIOU SANTEL.


7. Moïzes a oa c’houec’h-ughent vloaz pa varvaz ; hag he zaoulagad na oant ket tevaleet, na dant ebet d’ezhan na oa deut da laoskaat.

8. Bugale Israël a reaz kaonv d’ezhan epad tregont devez e plenennou Moab. Ha kaonv ar re a ouele Moïzes a achuaz a benn ann tregont deiz.

9. Hoghen Josue map Nun a oe karghet a spered [hag] a furnez dre m’en doa Moïzes lekeat he zaouarn var-n-ezhan. Ha bugale Israël a zentaz out-han, hag e rejont ec’hiz m’en doa ann Aotrou gourc’hemennet da Voïzes.

10. Ha ne zavaz mui profed ebed en Israël par da Voïzes, gant pehini en defe ann Aotrou great anaoudeghez o komz gant-han fas-ouc’h-fas.

11. Nikun hag en defe great ar burzudou hag ann traou dispar en deuz great Moïzes aberz ann Aotrou e douar ann Ejipt, dirag Pharaon hag he holl zervicherien, hag enn he rouantelez penn da benn.

12. Nikun hag en defe bet eur vreac’h ker kre, na great ann traou braz ha souezuz a reaz Moïzes dirag holl bobl Israël.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ar Spered Santel he-unan en deuz em en garghet da veuli ann den Santel Moïze e levr ann Ecclesiatik, pennad 45, guersad 1.

« Moïzes, emez-han, a oe karet gant Doue ha gant ann dud, hag ar zonj anezhan a zo c’hoaz bennighet.

Ann Aotrou en deuz he c’hreat par e gloar d’ann dud santel a zo bet enn he raog, he vrudet en deuz dre ann