Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/235

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
233
HISTORIOU SANTEL.

amzer da zont,hag oc’h achui he ziougan, e lavar a vouez huel ar c’homzou kaer-ma :

26. O Israël, n’euz Doue all ebed par da Zoue Jakob ar just. Ann hini a bign dreist ann envou, eo ho tifennour. He c’halloud braz a ra d’ar c’houmoul kerzet gant tis.

27. He zemeuranz a zo enn neac’h, ha d’ann traon ema bepred he zivreac’h. Kas a raï kuit hoc’h enebour a zirag ho fas, hag e lavaro : Bez puluc’het.

28. Israël a choumo enn he dra gant fisianz, hag he-unan. Lagad Jakob a velo douar ar guiniz hag ar guin, hag ann envou a devalaï gant ar gliz o tisken var-n-ezhan.

29. Eüruz oc’h, o Israël ; piou a zo henvel ouz-hoc’h, pobl saveteet gant ann Aotrou ? Hen eo ann diren a zifenn ac’hanoc’h, hag ar c’hleze a ro d’ehoc’h ar gounid. Hoc’h enebourien a blego dindan-hoc’h, ha c’houi a lakaï ho troad var ho gouzoug.

Ar re-ze a oe komzou diveza Moïzes.

1. Pignat a reaz eta var venez Nebo, var lein menez Phasga rag eneb da Jeriko ; hag ann Aotrou a ziskoue­zaz d’ezhan bro Kanaan a dreuz hag a hed.

4. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ezhan : Houn-nez eo ar vro, divarbenn pehini am euz touet da Abraham da Izaak ha da Jakob, o lavarout : He rei a rinn d’ar vouenn ac’hanoc’h. He guelet hoc’h euz gant ho taoulagad, ha ne dremenot ket beteg enn-hi.

5. Ha Moïzes servicher ann Aotrou a varvaz e douar Moab dre urz ann Aotrou.

6. Hag ann Aotrou hen sebeliaz e traounien douar Moab, rag-enep da Phogor ; ha den ebed n’en deuz gouezet peleac’h ema he vez, beteg ann deiz hirio.