Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/230

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
228
HISTORIOU SANTEL.


20. Neuze en deuz lavaret : Kuza a rinn va faç out-ho, ha guelet a rinn gant plijadur ar fin anezho, rak beza ez int eur vouenn fallagr ha bugale disleal.

21. Va great ho deuz oazuz oc’h adori traou ha na oant ket doueou, ha lekeat ho deuz drouk da vont enn-oun gant-ho idolou netra ; ha me ho graï ivez oazuz, o rei va c’harantez da eur bobl ha ne ket va hini eo, ha drouk a likiin ivez da vont enn-ho, o kemer enn ho flaç eur bobl bete neuze diskiant.

22. Eunn tan a zo ellumet em buaneghez, ha flammat a rai bete goueled ann ifern ; devi a raï ann douar gant kement a zivoan anezhan ha ludui a raï ar meneziou beteg ho diazez.

23. Dastum a rinn var-n-ho am holl zrougou, ha tenna a rinn var-n-ho bete ann diveza euz va birou.

24. Mervel a rint gant ann naon, dispennet e vezint a daoliou bek gant laboused kriz meurbed ; kas a rinn var-n-ho dent al loened fero, gant kounnar ar re en em stlej var ann douar, ha kounnar ar serpanted.

25. Enn diaveaz ar c’hleze ho lazo hag enn diabarz ar spount, ann den iaouank koulz hag ar verc’h iaouank, ar c’hrouadur var he vronn koul hag ann den oajet.

26. Lavaret am euz : Peleac’h emaint-hi ? Evit ma effacinn euz a douez ann dud beteg ar zonj anezho.

27. Roet am euz termen, dre’n abek da valis ho enebourien gant aoun na zeufe ho enebourien d’en em foughea ha da lavarout : Hon dourn galloudek-ni, ha nann ann Aotrou, en deuz great ann holl draou-ze.

28. Ar bobl-ma a zo diaviz ha diskiant.

29. Ha ma teufe da veza fur, ha da gomprenn, ha da zonjal er finvezou a-harz ma teuint !

30. Perag e poursu unan mil anezho, ha perag a