Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
224
HISTORIOU SANTEL.

d’ezhan dirag Israël holl : Kemerit kaloun, ha bezit kre ; rak c’houi eo a gaso ar bobl-ma ebarz er vro en deuz touet ann Aotrou d’ho zadou a roje d’ezho, hag he lodenna a reot etrez-ho o tenna d’ar sort.

9. Ha Moïzes a skrivaz al lezen-ma, da lavarout eo, leor ann Deuteronom, hag hen roaz d’ar veleien bugale Levi, pere a zoughe Arc’h kevridighez ann Aotrou, ha da holl henaoured Israël.

10. Hag e roaz d’ezho ar gourc’hemen-ma : Bep seiz vloaz, da vloaz ann drugarez, pa vezo lidet gouel braz ann teltou,

11. Pa vezo en em zastumet holl vugale Israël evit adori ann Aotrou Doue, el leac’h en devezo choazet ann Aotrou, lennit komzou al lezen-ma dirag holl Israël, peb unan o selaou piz.

12. Ar bobl holl o veza dastumet var al leac’h, ken goazed ha merc’hed, ar vugale hag ann diavezidi a choum enn ho keriou ; evit ma klevint ha ma teskint ; ha ma toujint ann Aotrou ho Toue, ha ma virint ha ma raint kement tra a zo doughet el lezen-ma.

14. Neuze ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Chetu deiz ho maro a zo tost ; galvit Josue hag en em zalc’hit ho taou dirag tabernakl ann desteni, evit ma roinn urzou d’ezhan. Mont a rejont eta, Moïzes ha Josue, hag en em zalc’hjont dirag tabernakl ann desteni.

15. Hag ann Aotrou en em ziskouezaz er goumoulen pehini a choumaz a zao e toull dor ann tabernakl.

16. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzez : Chetu emaoc’h o vont da ober hoc’h hûn gant ho tadou ; hag ar bobl-ma, oc’h en em revolti, en em daolo d’ann idolatriach varlerc’h doueou estren, ebarz er vro ema o vont enn-hi evit he ferc’henna. Eno e tilezo ac’hanoun,