Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/225

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223
HISTORIOU SANTEL.





PENNAD XI.


Moïzes a ziskleri d’ar bobl eo tost he varo. — Josue choazet gant Doue da zerc’hel he blas. Kan Moïzes. (Deuteronom, xxxi, xxxii).


Eunn devez bennag a-raog he varo, Moïzes a zastumaz c’hoaz ar bobl, evit kenniga d’ezhan ann hini en devoa choazet Doue da lakaat enn he blas, ha d’he gas tre ebarz enn douar prometet. Hag e komzaz d’ezho evel-henn :

« Ghervel a rann ann env hag ann douar da destou, em euz lekeat diraz-hoc’h ar vuez hag ar maro, ar vennoz hag ar valloz. Choazit eta ar vuez, evit ma vevot, c’houi hag ar vouenn ac’hanoc’h. » (Deut. xxx, 19).

xxxi. — 2. C’houec’h-ughent vloaz ounn hirio, n’hellann mui kerzet enn ho penn, dreist peptra pa en deuz ann Aotrou lavaret d’in : Ne dremenot ket enn tu-all d’ar Jourden-ze.

3. Ann Aotrou ho Toue a dremeno eta enn ho raog, hen he-unan eo a zistrujo ar bobl-ze a ziraz-hoc’h, evit ma perc’hennot ho douarou ; hag ar Josue-ma a gherzo enn ho penn, evel m’en deuz diskleriet ann Aotrou.

6. Bezit tud kalounek, ha leun a nerz ; n’ho pezet ket aoun ha na grenit-ket diraz-ho, rag ann Aotrou ho Toue eo he-unan ho kabiten, ha na guitaï ket ac’hanoc’h, ha n’ho tilezo ket.

7. Neuze Moïzes a c’halvaz Josue, hag a lavaraz