Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
218
HISTORIOU SANTEL.


38. Kalz a had a daollot enn ho touar, ha nebeut a zastumot, rak ar c’hilleien-raden a zevoro pep tra.

39. Planta a reot eur vinien, ha labourat a reot ann douar endro d’ezhi, ha na evot ket a vin, ha ne gutuillot netra anezhi, rak goastet e vezo gant ar prenved.

40. Guez olivez ho pezo enn hoc’h holl barkou, ha n’ho pezo ket eol d’en em frotta, rak ann olived a deuzo hag a ielo da goll.

41. Ghenel a reot potred ha merc’hed, ha ne viot ket guell anezho, rak kaset e vezint e sklaverez.

42. Ho kuez holl ha frouezou ho touar a vezo debret gant ar mergl.

43. Ann diaveziad a zo o choum gan-ehoc’h enn ho touar, a zavo dreist hoc’h, hag a vezo ann huella ; ha c’houi a ziskenno hag a vezo ann izella.

44. Hen a bresto d’ehoc’h, ha c’houi na brestot ket d’ezhan. Hen a vezo er penn kenta ha c’houi er penn diveza.

45. Ann holl vallosiou-ze a zeui var-n-hoc’h, ho poursu a raint hag ho tizout a raint, ken na varfot, dre n’hoc’h euz ket selaouet mouez ann Aotrou ho Toue, na miret he c’hourc’hemennou nag al lidou sakr en deuz gourc’hemennet d’ehoc’h.

46. Ar mallosiou spountuz-se a choumo da viken varn-hoc’h ha var ar ouenn ac’hanoc’h evel eur merk effreizuz euz a goler Doue ouz hoc’h.

47. Dre n’ho pezo ket servichet ann Aotrou ho Toue er joa, el levenez-kaloun, e kreiz ar founder a bep tra,

48. E servichot hoc’h enebour, ann hini a gaso d’ehoc’h ann Aotrou, enn naoun, er zerc’hed, enn noaz­der, enn dienez a bep tra ; lakaat a rai eur ieo houarn