Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210
HISTORIOU SANTEL.


6. Ha Moïzes ho c’hasaz d’ar brezel gant Phinéès map Eleazar ar belek braz, ha rei a reaz d’ezho ann traou sakr, hag ann trompillou da zon er gombat.

7. Pa ho doe brezelekeet enep ar Madianited, ha gounezet var-n-ezho, e lazjont ann holl baotred,

8. Hag ho rouaned, Evi, Recem, Sur, Hur, ha Rebe, pemp prins ar vro ; Balaam ivez, map Beor a dremenjont dre ar c’hleze.

9. Kemer a rejont ho merc’hed, ho bugale, ho zropellou, hag holl vadou ho ziez. Kement tra ho devoa a oe preizet gant-ho.

10. Tana a rejont ho c’heriou braz, ho c’heriou divar ar meaz hag ho c’hestel.

11. Hag e kasjont gant-ho ar preiz, ha kement ho doa kemeret, ken tud ken loened.

12. Hag e tigasjont anezho dirag Moïzes hag Eleazar ar belek braz, ha dirag holl bobl bugale Israël. Ann traou all mad evit ho zervich a gasjont d’ar c’hamp e plenennou Moab, var ribl ar Jourden rag enep da Jeriko.

13. Moïzes hag Eleazar ar belek braz, hag holl brinsed ar Sinagog a ieaz var ho arbenn er meaz euz ar c’hamp.

14. Ha Moïzes, eat drouk enn-han ouc’h prinsed ann arme, ar re a goumande mil den hag ar re a goumande kant den, pere a zistroe diouc’h ar gombat,

15. A lavaraz : Perag hoc’h eus-hu espernet ar merc’hed ?

6. Ha ne ket hi eo ho deuz touellet bugale Israël, hervez ali Balaam, ha lekeat ac’hanoc’h da derri lezen ann Aotrou dre bec’hed Phogor, dre’n abek da behini eo bet skoet ar bobl.