Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
209
HISTORIOU SANTEL.

bobl ha kroughit-ho ouc’h potansou dirag ann heol, evit ma tistroio va buaneghez divar Israël.

5. Moïzes a lavaraz eta da varnourien Israël : Ra lazo pep-unan he gherent tosta, pere ho deuz sakrifiet da Veelphegor.

6. Ha chetu unan euz a vugale Israël az eaz, dirag he vreudeur, da bec’hi gant eur vaouez fall madianitez, dindan daoulagad Moïzez, ha re holl bugale Israël, pere a ouele ec’harz doriou ann tabernakl.

7. Phinées, mab Eleazar, mab he-unan da Aaron ar belek braz, o velout kement-se, e zavaz euz a greiz ar foul, hag o krapa eur c’hleze,

8. Ez eaz varlerc’h ar goaz Israelit enn ti fall, hag ho zreuzaz ho daou var eunn-dro, da c’houzout eo, ar goaz hag ar vaouez, dre greiz ar c’horf. Hag ar c’hastiz a ehanaz var vugale Israël.

9. Pevar mil den var-n-ughent a oe lazet. (Ha Doue a veulaz oaz santel Phinées, hag a douaz e vije choumet ar veleghiach enn he ouenn da viken).

16. Ha Doue a gomzaz ouz Moïzes o lavarout :

17. Ra ouezo ar Madianited ez oc’h ho enebourien touet, ha tremenit-ho dre ar c’hleze.

————


2. Ha goude ma ho pezo venjet bugale Israël, var ar Madianited, ez eot da gavout ho pobl.

3. Raktal Moïzes a lavaraz d’ar bobl : Armit, emez-han, ar botred vad ac’hanoc’h evid ar gombat, evit ma venjinn ann Aotrou var ar Madianited.

4. Ra vezo choazet mil den euz a beb meuriad da veza kaset d’ar brezel.

5. Rei a rejont eta mil den euz a beb meuriad, da lavaret eo, daouzek mil den prest da gombati.

14