Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208
HISTORIOU SANTEL.





PENNAD IX.


Pec’hejou ar bobl a Israël gant merc’hed Moab ha Madian. — Kastiz ann Israelited ; kastiz ar Moabited hag ar Madianited. (Niverou xxv ha xxxi.)


Peseurt ali a roaz Balaam da Valak evit noazout d’ar bobl a Israël enn divez ? Ar Spered Santel hen diskouez d’eomp er pennad XXXI euz a levr ann Niverou, dre ar c’homzou-ma : « Perag hoc’h eus-hu espernet ar merc’hed ? Ha ne ket hi eo ho deuz touellet bugale Israël hervez ali Balaam, ha lekeat ac’hanoc’h da derri lezen ann Aotrou dre bec’hed Phogor, dre’n abek da behini en bet goall skoet ar bobl. »

Ali Balaam a oa eta ma vije kaset merc’hed euz ar re vrava da gamp ann Israelited. Ho gounit a rajent da ghenta dre lighentez, ho digas a rajent d’ho festou, hag ho lakaat a rajent da adori ho Doueou. Ne felle nemet ann dra-ze evit lakaat Doue da facha out-ho, ha da denna varn-ezho goalleuriou ar re vrasa. Ar pez a c’hoarvezaz.

1. Enn amzer-ze Israël a choume e Settim, hag ar bobl en em daolaz da bec’hi gant merc’hed Moab,

2. Pere ho galvaz d’ho zakrifisou ; hag ann Israelited a zebraz euz ann traou goestlet, hag a adoraz ho Doueou.

3. Hag Israël a zakrifiaz da Veelphegor. Hag ann Aotrou eat drouk enn-han,

4. A lavaraz da Voïzes : Kemerit holl brinsed ar