Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
LEVR ANN EXOD.


℣ 25. Eur pried a c’hoad oc’h evid-oun. Sephora a anaïe ann envoad, pe lezen ar Circoncision, al lezen-ze o veza etouez he c’herent, kerkoulz hag etouez bugale Israël, pa’z e guir e oant holl bugale vihan da Abraham. Mes aoun he doa kemeret rag ann Aotrou Doue, pe rag he Eal pehini en em zalc’he dirag Moïzez, hag a c’hourdrouze he laza, dre n’en doa ket envoadet he vap Eliezer dindan ann termen merket. Hag e lavaraz : Eur pried a c’hoad oc’h evid-oun ; kuiteet am euz ti va zad evit dont d’ho heul, ann Eal a fel d’ezhan ho laza, goad va map en deuz rusiet va daouarn, mont a rit enn eur vro eleac’h ma klask ar roue ho lakaat d’ar maro ; kavit mad e tistrofenn da gavout va zad gant va daou grouadur. Hag e kuitaaz anezhan. Doue, eme Zant Aogustin a bermetaz ann disparti-ze, evit ma vije Moïzes liproc’h da ober he garg. Rak, emezhan, ministred ann Aotrou Doue ne dleont ket en em luzia gant greg ha bugale, na gant afferiou ar bed-ma.





PENNAD V.


Moïzes hag Araon, a ia da gavout Pharaon.


Euz ar bed 2513. Araok Jezuz-Krist 1491.


1. Goude kement-se, Moïzes hag Aaron a ieaz da gavout Pharaon, hag a lavaraz d’ezhan : Chetu petra a lavar ann Aotrou, Doue Israël : List va bobl da vont evit ma raï d’in eur zakrifis ebarz er gouelec’h.

2. Mes hen a respontaz : Piou eo ann Aotrou, evit ma selaouinn he vouez, hag ma laoskinn Israël da vont er meaz euz va stadou ; ne anavezann ket ann Aotrou, ha na lezinn ket Israël da vont kuit.