Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
207
HISTORIOU SANTEL.

Zoue he-unan ; ha d’ar fin e velont n’ho deuz great nemet ar pez a oa doughet e sekrejou ann Aotrou Doue, qui ordinem non tenent ordine tenentur. Ar re na zalc’hont ket ann urz, a zo dalc’het gant ann urz eme Zant Aogustin. Gloar Doue a vezo bepred ann difin a bep tra. Ar virionez-se a ra ebarz enn ifern dizesper ar re zaounet.

Balaam a reaz he ozac’h mad dirag kannaded ar roue, o lavaret d’ezho : Na pa rofe ar roue d’in aour hag arc’hant leiz he di, ne respontinn d’ehoc’h nemet ar pez a lakaï Doue em ghenou ; mes enn he galoun en devoa c’hoant braz d’ann arc’hant-se, hag e klaske enn he spered penaoz dont a benn da ober bolontez ar roue, hep tenna var-n-ezhan he-unan buaneghez Doue. Doue, Pehini a vel hor zonjou muia kuzet, a lavaraz d’ezhan : Pa fell d’ehoc’h mont gant ann dud-se, it ; mes er memes amzer e prepare eur ghentel evit-han, hag he azenez a oe karghet d’he rei d’ezhan. Chetu penaoz e teu Doue alies da ziskar ha da izellaat ar re a fell d’ezho herzel out-han !

Goudeze ann Aotrou Doue a lekeaz e ghenou Balaam komzou ker kaer, ha dirag he spered guirionezou ken anat ma eo kemeret gant eleiz a dadou santel evel eur Profed. Diougana a ra kresk ha prosperité ar bobl a Israël, he c’hounidou var he holl enebourien, ann urz kaer euz he c’houarnamant, he c’hloar, he eürusted, hag ann traou-ze holl, eme ann Tadou, a zell ouc’h Iliz Doue. Komz a ra freaz a-oualc’h euz ar Messi, pa lavar : He velout a rinn, mes nann c’hoaz, he arvesti a rinn mes nann euz a dost. Eur stereden a zavo diouc’h Jakob, hag eur vronsen diouc’h Israël : Euz a Jakob e teui ann hini a goumando, hag ar bed koz a vezo distrujet ha nevezet gant-han.

Ann diougan-ze, great gant Balaam, a choumaz e touez ar baïaned e broiou ar zao-heol, ha Doue en em zervichaz anezhan, evit skleraat sperejou ann tri Roue, hag ho digas d’ar c’hraou a Vethleem da adori Salver ar bed.


————