Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/201

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
199
HISTORIOU SANTEL.

soc’h c’hoaz, e peleac’h na hellet trei nag a zeou nag a gleiz, en em zalc’haz eün hag eün dirag ann azenez.

27. Ann azenez o velout ann Eal, a gouezaz dindan ann hini a oa var he c’hein ; hag hema eat drouk enn-han, a ouall skoe gant he vaz var he c’hostou.

28. Neuze ann Aotrou a zigoraz ghenou ann azenez, hag e komzaz. Petra, emez-hi, am euz-me great d’ehoc’h ? Perag e skoit-hu gan-en ? Chetu ann derved gueach ma em c’hannit.

29. Balaam a respontaz : Dre ma hoc’h euz meritet, ha dre ma hoc’h euz great goab ac’hanoun. Perag n’am eus me ket eur c’hleze evit he blanta enn da gorf ?

30. Ann azenez a lavaraz : Ha ne d-ounn-me ket ho loen, var behini hoc’h boazet da bignat ato beteg ann deiz hirio ? Livirit, ha great am eus-me biskoaz kement-all d’ehoc’h ? Hag hen a lavaraz : Biskoaz.

31. Kerkent ann Aotrou a zigoraz he zaoulagad da Valaam, hag e velaz ann Eal enn he zao var ann hent, eur c’hleze noaz enn he zourn, hag ec’h adoraz anezhan, oc’h en em strinka he fas d’ann douar.

32. Hag ann Eal a lavaraz d’ezhan : Perag hoc’h eus-hu kannet hoc’h azenez bete teir gueach ? Deuet ounn evit enebi ouz-hoc’h, rag ar pez a rit a zo goall fall, ha kountrol d’in-me.

33. Ha ma ne divije ket troet ann azenez divar ann hent, o lezel ann hent gant ann hini a harze out-hi, em bije ho lazet, hag ann azenez a vije choumet beo.

34. Balaam a lavaraz : Pec’het am euz, o veza na ouienn ket e oac’h eno evit herzel ouz-in, ha brema, ma na fell ket d’ehoc’h ez afenn, e tistroinn var va c’hiz.

35. Ann Eal a lavaraz : It gant-ho, ha diouallit na