Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/200

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
198
HISTORIOU SANTEL.

d’ezhan : Chetu petra en deuz lavaret Balak, map Sephor, na zaleit ket da zont d’am c’havout.

17. Prest oun d’hoc’h enori, ha rei a rinn d’ehoc’h a pezh a gherrot ; deuit, ha millighit ar bobl-se.

18. Balaam a respontaz : Na pa rofe d’in Balak eleiz he di a arc’hant hag a aour, na helfenn ket chench gher ann Aotrou va Doue, evit lavarout pe vuioc’h pe nebeutoc’h.

19. Ho pedi a rann da choum ivez ama fenoz, evit ma hellinn gouzout petra responto d’in ann Aotrou adarre.

20. Doue a zeuaz eta da gavout Balaam epad ann noz, hag a lavaraz d’ezhan : Mar d-eo deuet ann dud-se d’ho kerc’hat, savit, hag it gant-ho ; gant na reot nemet ar pez am bezo gourc’hemennet d’eoc’h.

21. Balaam a zavaz mintin mad, hag o veza sternet he azenez, en em lekeaz enn hent gant-ho.

22. Ha Doue az eaz drouk enn-han. Hag Eal ann Aotrou en em zalc’haz var ann hent eün dirag Balaam pehini a oa azezet var he azenez ha daou vevel oc’h he heulia.

23. Ann azenez o velout ann Eal enn he zao var ann hent eur c’hleze noaz enn he zourn, a zistroaz divar ar venaojen, hag a c’haloupe a dreuz d’ar parkeier. Evel ma skoe Balaam var-n-ezhi, hag e felle d’ezhan he digas var ann hent,

24. Ann Eal en em zalc’haz enn eul leac’h striz etre diou vogher daou barkad guini.

25. Ann azenez oc’h he velet, en em daolaz ouc’h ar vogher, hag a flastraz he droad d’ann hini a oa var he c’hein. Hag hema adarre da skei var-n-ezhi.

26. E keit-se, ann Eal o tremen da eul leac’h stri-