Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
LEVR ANN EXOD.

eo Doue en deuz he gaset. Pa’z e bet plijet gant Doue kas eur re bennag da brezeg d’ann dud euz he berz, e roe d’ezho bepred eur galloud braz, ar galloud da ober miraklou, evit diskouez e oant he vir gannaded. Kement-se a zo bet anat, e Moïzes hag er brofeted, e Jezuz-Krist hag enn he Ziskibled. Ann heretiked, ha fondaterien eur religion faoz na reont ket a viraklou. Nag ar veleien ken nebeut, a lavaro unan bennag. Guir eo, mes miraklou Jezuz-Krist ha re ann Ebestel a zo d’ezho, pe da vihana d’ho religion : rak prouvi a reont, o pignat euz ann eil d’eghile, ez int successored d’ann ebestel, hag e talc’hont leac’h Jezuz-Krist he-unan e kreiz ann dud, pa vezont oc’h ober deveriou ho c’harg. Ann heretiked ha mistri religionou nevez n’hellont ket ober ann dra-ze.

℣ 2. Petra a zalc’het-hu enn ho tourn ?… Eur c’hoalen. — Eur mesaer denved a zoug peurvuia eur c’hoalen enn he zourn, evit kas ha digas he dropel. Doue o veza choazet Moïzes da veza mesaer he bobl, a c’hourc’hemenn d’ezhan mirout he c’hoalen, evel eur merk euz he c’haloud hag euz he garg. Ac’hano eo deut ar c’hiz da rouaned ann douar derc’hel eur vaz roeal enn ho dourn, evel ar merk euz ho beli. Ann eskibien hag ann Tad Santel ar Pap ho deuz ivez ho goalennou, hanvet ar vaz eskop, evit diskouez int mesaerien ann eneou, ha karghet gant Doue d’hor c’has ha d’hon digas dre ar peuriou mad. Mar taolont ar c’hoalen-ze d’ann douar, da lavarout eo, ma en em emellont re euz a draou ar bed, o lezet deveriou ho c’harg, ar c’hoalen a zeu da veza eunn aër, pehini na hell ober nemet drouk. Pa zavont ho goalen plom hag huel, o tistrei gant feiz ha karantez da zeveriou ho c’harg, ann aër a zeu endro da veza eur c’hoalen gre ha burzuduz. Ha Doue a zo neuze enn ho ghenou, hervez ma her prometaz da Voïzez, hag ho c’homzou a zo neuze komzou Doue.

℣ 13. Me ho ped, Aotrou, kasit ann hini a dleit da gas. — Da lavarout eo, ar Mesi, ho Map, redemptor ar bed, pehini a dle beza e guirionez diboanier he bobl.