Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/199

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197
HISTORIOU SANTEL.

bobl a zo deuet euz ann Ejipt, goloet en deuz gorre ann douar, hag eo kampet rag enep d’in.

6. Deuit eta ha millighit ar bobl-se, rak krevoc’h eo eghed-oun, da velout mar’z euz tu d’in da hellout he drec’hi, hag he deurel er meaz euz va douar. Rak gouzout a ran eo bennighet ann hini a vennighit, ha millighet ann hini a daolit ho malloz var-n-ezhan.

7. Mont a rejont eta, tud koz Moab, hag ar re gosa euz Madian, hag enn ho daouarn paë ann divinour. Pa oant digouezet gant Balaam, ha pa ho devoa danevellet d’ezhan holl gomzou Balak,

8. Balaam a respontaz : Choumit ama fenoz, hag e respontin d’ehoc’h ar pez en devezo lavaret d’in ann Aotrou, Choum a rejont e ti Balaam, ha Doue a zeuaz hag a lavaraz d’ezhan :

9. Petra a glask ann dud-se enn ho ti ?

10. Hen a respontaz : Balak, map Sephor, roue ar Moabited, en deuz digaset da lavarout d’in :

11. Chetu eur bobl, deuet euz ann Ejipt, en deuz goloet gorre ann douar ; deuit ha millighit anezhan, da ouzout ha me hallo enn eur fesoun bennag ober brezel d’ezhan hag he gas kuit.

12. Ha Doue a lavaraz da Valaam : Ne d-it ket gant-ho, ha na villighit ket ar bobl-ze, rak bennighet eo.

13. Antronoz vintin pa zavaz, Balaam a lavaraz d’ar brinsed : It d’ho pro, rak ann Aotrou en deuz difennet ouz-in mont gan-ehoc’h.

14. Ar brinsed distro d’ar ghear a lavaraz da Valak : Balaam ne ket falvezet d’ezhan dont gan-eomp.

15. Balak a gasaz kannaded all, muioc’h ha noploc’h eghet ar re en doa kaset da ghenta.

16. Ar re-ma o veza deuet beteg Balaam, a lavaraz