Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
194
HISTORIOU SANTEL.

maro eüruz a zo dign da veza c’hoantaet, pa’z eo guir int maro ho Daou e kompagnunez ann Aotrou, hag evel etre he zivreac’h.

℣ 6. Aotrou-Doue, digorit d’ezho ho tenzor, eur feunteun dour beo ! — Ar c’homzou-ze a oa eunn huanaden etrezeg ar Messi, hor Zalver Jezuz-Krist, pehini eo ar vir feunteun a vuez, ha pehini a dlie terri sec’hed ann eneou, da ghenta var ann douar dre he c’hras er zakramanchou, heg erfin dre eur mor a eurusted e rouantelez ann Envou. Sant Paol a zesk d’eomp ar virionez-se enn he ghenta lizer d’ar Gorenthied, 10.4 : Holl ho deuz evet euz ar memes dour spirituel ; rak eva a reant euz ar mean spirituel az ea d’ho heul, hag ar mean-ze a oa ar c’hrist. Rak, emez-han, ann traou-ze holl a c’hoarveze gant-ho e skeuden, da lavarout eo : evel eur zin hag eunn diougan euz a draou all kalz talvoudusoc’h ; ha skrivet int bet evit hor c’helenn, ni pere a zo deuet e difin ann amzeriou. Ar profed Izaiaz a gomz ivez euz ann douriou burzuduz-se a dlie Salver ar bed rei d’he zervicherien : Eva a reot dour, emez-han, gant levenez euz feunteuniou ar Zalver. Ha Jezuz-Krist he-unan en deuz dizkleriet e selle ann diouganou-ze out-han, pa en deuz lavaret : Piou bennag en deuz sec’hed, ra zeuio daved-oun, ha ra evo ; neb a gred enn-oun-me, e redo euz he galoun steriou dour beo.




PENNAD VII.


Ar serpant arem. (Niverou xxi).


1. Ann Israelited a guitaaz menez Hor oc’h heulia ann hent a gas d’ar mor ruz, evit trei divar zouar Edom, roue ar vro-se, o veza refuset ho lezel da dremen dre