Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
193
HISTORIOU SANTEL.




SKLERIDIGHEZ.


Chetu ni arruet gant ar bloaz diveza ho deuz ann Israelited da dremen er gouelec’h, e pinijen euz ho revoltou. Maro int holl koulz lavaret, hag ho c’horfou a zo choumet da vreina tu-ma tu-hont, Mari hag Aaron ne oant ket bet ato divlamm dirag Doue ken nebeut, er penn kenta ho doa klasket noaz ouz MoÏzes abalamour d’he c’hreg Ethiopianez, da behini e oa bet dimezet e Douar Madian. Marie a oe skoet gant al lornez dre’n abek da ghement-se, hag Aaron a c’houlennaz buhan trugarez digant Doue ha digant Moïzes. Ne ket eur Zouez eta ho guelet o vervel araog arruout enn douar prometet. Mes Moïzes perag ne d-ai-hen ket var benn he bobl beteg eno ? Allaz ! n’euz den parfed var ann douar ; Doue hen diskouez, o lezel Moïzes hag Aaron da bec’hi eur momedik dre zifizianz. Ho fec’hed dreiz-han he-unan ne ket braz ; koulskoude Doue, dre’n abek d’ho renk ha d’ar grasou kaer ho doa bet, ho c’hondaon ivez da vervel er gouelec’h. Na ouzeur ket re peleac’h ema pec’hed Moïzes ; lod a lavar e tizentaz, o skei var ar mean, epad ma en doa Doue lavaret d’ezhan komz hep ken d’ar mean hag en divije roet dour. Sant Aogustin a zonj d’ezhan e pec’haz dre zifizianz epad ma lavare d’ar bobl : Tud amzent ha diskredik, hag hellout a raimp-ni lakaat dour da zilamm evid-hoc’h euz ar mean-ma ? O komz evelse, eme Zant Aogustin, en doa aoun he-unan ne roje ket Doue dour d’ezhan, hag en doa sonj da deureul ar faot var ziskredoni ar bobl. Daoust p’eur nag e pe c’hiz e pec’haz, pec’hi a reaz da vihana ; ha Doue, pehini a feurch er galoun hag e spered an den, hen diskleriaz d’ezhan, o lavaront : Ne gasot ket ar bolb-ma enn douar am euz roet d’ezho. kement-se a oa lavarout d’ezho ho daou : Mervel a reot hep dale ; pa’z eo guir n’en doa mui ar bobl nemet eur bloaz da dremen er gouelec’h. Klevet a rejont ho barnedighez gant doujanz hag humilité, hag ho

13