Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
HISTORIOU SANTEL.

ma hellaz ar bobl hag al loened eva ho goualc’h.

12. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes ha da Aaron : Dre n’hoc’h euz ket kredet enn-oun, ha n’hoc’h euz ket glorifet ac’hanoun dirag bugale Israël, ne gasot ket ar boblou-ma enn douar am euz da rei d’ezho.

13. Hen-nez eo dour ann enebiez, e peleac’h e krozvolaz bugale Israël enep ann Aotrou, hag e peleac’h e tiskouezaz he c’halloud hag he zantelez enn ho zouez.

22. Pobl Israël, o veza savet ar c’hamp euz a Gadez, a zeuaz da venez Hor pihini a zo var harzou douar Edom.

23. Eno ann Aotrou a gomzaz ouz Moïzes ;

24. Ra iello Aaron, emez-han da gavout he vobl ; rak ne d’ai ket er vro am euz roet da vugale Israël, dre ma eo bet diskredik d’am c’homzou e kichenn dour ann enebiez.

25. Kemerit Aaron hag he vap gant-han, ha kasit-ho var venez Hor.

26. Hag o veza divisket he zillad belek digant ann tad, e viskot anezho da Eleazar he vap. Aaron a ielo da gavout he dadou, hag a varvo eno.

27. Moïzes a reaz evel m’en doa gourc’hemennet ann Aotrou ; hag e pignjont var venez Hor dirag ar bobl holl.

28. Hag o veza divisket Aaron euz he zillad belek, he viskaz gant-ho he vap Eleazar.

29. Aaron a varvaz neuze, var lein ar menez, ha Moïzes a ziskennaz gant Eleazar.

30. Hag ar bobl, o velout e oa maro Aaron, a ouelaz d’ezhan epad tregont devez dre ann holl diadou.


————