Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
190
HISTORIOU SANTEL.


Ann traou-ze holl a zesk d’eomp ne dle den kemerout ar veleghiach anezhan he-unan, nemet galvet e ve gant Doue, evel ma oe Aaron ; ha goude beza diskouezet dre galz a vertusiou ez eo dign euz a eur garg ken huel. « Jezuz-Krist he-unan, eme zant Paol, n’en deuz ket en em c’hlorifiet, nag en em c’hraet he-unan belek braz he relijion, mes glorifiet eo bet gant ann hini en deuz lavaret d’ezhan : c’houi eo va Map, hirio am euz hoc’h enghehentet ; hag enn eul leac’h all : Belek oc’h da viken hervez urz Melkisedek. » Mes eur veach ma eo beleghet eunn den, ann dud all a dle he enori hag he zouja evel ministr ann Aotrou Doue, he gannad hag he ghenoberour enn affer vraz euz ho zilvidighez. Doue na lez ket digastiz ann dismeganz a rafac’h d’he veleien ; lavaret en deuz : na douchit ket ouc’h va Doueou, da lavaret eo, ouc’h va zud sakret.




PENNAD VI.


Maro Mari, c’hoar Moïzes, Difisianz Moïzes hag Aaron divarbenn ann dour, hanvet dour ann enebiez ; ne d-aint ket beteg ann douar prometet. — Maro Aaron. — (Niverou Pennad xx).


Euz ar bed bloaz 2552. — Araog Jezuz-Krist 1452.


1. Er miz kenta euz ann daou-ughentved bloaz, bugale Israël hag ann dud a oa d’ho heul a zeuaz e gouelec’h Sin, hag ar bobl a choumaz e Kades. Mari a varvaz eno, hag e oe sebeliet er memes leac’h-se.

2. Hag evel n’en doa ket ar bobl dour da eva, en em zastumjont enep Moïzes hag Aaron ;