Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
LEVR ANN EXOD.

ouc’h treid Moïzes e lavaraz : Eur pried a c’hoad oc’h evid-oun.

26. Hag ann Aotrou hen lezaz da vont, goude ma e doa lavaret : Eur pried a c’hoad oc’h evid-oun, dre’n abek d’ann envoad.

27. Hoghen ann Aotrou Doue a lavaraz da Aaron : Kit var arbenn Moïzes er gouelec’h. Hag ez eaz var he arbenn tre beteg var menez Doue, hag e pokaz d’ezhan.

28. Ha Moïzes a gountaz da Aaron ann holl gomzou dre bere en doa Doue he gaset, hag ar burzudou en doa gourc’hemennet ober.

29. Hag e teujont ho daou enn Ejipt, hag e tastumjont holl henaoured bugule Israël.

30. Hag Aaron a zanevellaz ann holl gomzou en doa Doue lavaret da Voïzes, hag a reaz burzudou dirag ar bobl.

31. Hag ar bobl a gredaz. Hag e komprenjont en doa ann Aotrou Doue bizitet bugale Israel, hag en doa sellet ouz ho enkresiou ; ha stouet beteg ann douar, ec’h adorjont.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 1. Ne gredint ket ac’hanoun. — Ar c’homzou-ze a verk spered humbl ann den santel Moïzes, pehini oc’h anavezout he zistervez, en doa aoun braz o kemer ar garg a felle da Zoue fisiout enn-han. Ann dud vuel ha fur n’en em hastont ket d’en em lakaat e karg ebet. Gant guir abek e lavare : Ne gredint ket ac’hanoun. Rak ar skiant vad a lavar ne ket furnez kredi dioc’h-tu da ghement hini a zeu da ziskleria d’eomp traou burzudus, na pa lavarfe e ve euz a berz Doue, ma na ziscouez ket dre he zantelez ha dre vurzudou

2