Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186
HISTORIOU SANTEL.

han ar pez a oa c’hoarvezet gant Core hag he holl vanden, ann Aotrou o komz ouc’h Moïzes.

41. Antronoz holl bobl bugale Israël a grozaz enep Moïzes hag Aaron, o lavarout : Lazet oc’h euz pobl ann Aotrou.

42. Hag evel ma save dispac’h ha ma kreske ar c’heflusk,

43. Moïzes hag Aaron a dec’haz e tabernakl ar ghevredighez, ha pa oant eat ebarz, ar goumoulen her goloaz, ha gloar ann Aotrou en em ziskuezaz.

44. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes :

45. En em dennit ho taou euz a greiz ar bobl-ma, rak mont a rann rak tal d’he zistruja. Hag epad ma oant daoustouet ho fasou d’ann douar,

46. Moïzes a lavaraz da Aaron : Kemerit hoc’h ezansouer, lakit glaou ebarz euz ann aoter, ha taolit ezanz var c’horre ; it dioc’h-tu beteg ar bobl da bedi evit-han ; rak dija eo ellumet buaneghez ann Aotrou, hag ar voalen a sko tear ha kaled.

47. Aaron a zentaz, a redaz e kreiz ar bobl, dija goastet gant ann tan-goall, hag a ghennigaz ezanz da Zoue.

48. Hag oc’h en em zerc’hel enn he zao etre ar re varo hag ar re veo, e pedaz evit ar bobl, hag ar voalen a ehanaz.

49. Hoghen pevarzek mil den ha seiz kant oc’hpenn a oe skoet, hep kounta ar re a oa eat da goll e revolt Core.

50. Hag Aaron a zistroaz da gavout Moïzez, var doull dor tabernakl ar ghevredighez, goude ma oa ehanet ann distruj.